Rann eus | Battle of Donbas, Brezel etre Ukraina ha Rusia |
---|---|
Stad | Ukraina |
E tiriad | Bakhmut Hromada |
Lec'h | Bakhmut, Ukraina |
Daveennoù douaroniel | 48°35′42″N 38°0′0″E |
Deiziad | 2020s |
Deiziad kregiñ | 1 Eos 2022 |
Prantad | istor Ukraina abaoe 1991, Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin |
Perzhiad | Nerzhioù armet Rusia, Nerzhioù lu Ukraina |
Efed | Nerzhioù armet Rusia |
Emgann Bakhmut pe Emgann Artemivsk zo un hollad emgannoù nepell diouzh kêr Bakhmut etre nerzhioù lu Ukraina ha nerzhioù Kevredad Rusia harpet gant gopr-soudarded ar Strollad Wagner ha nerzhioù lu Republik Pobl Donetsk ha Republik Pobl Louhansk e-kerzh Emgann an Donbas. Krog e oa kanoliadeg kêr Bakhmut e Mae 2022, met kroget e oa an emgann da vat d'ar 1añ a viz Eost. Nerzhioù lu Rusia a oa deuet eus tu Popasna goude ma voe kilet gant Ukrainiz diouzh an talbenn.
E fin ar bloavezh 2022, goude enep-argadennoù C'harkiv ha C'herson gant Ukraina, talbenn Bakhmut-Soledar a oa deuet da vezañ lec'h pouezusañ ar brezel. Rusia a gendalc'h da dagañ eno dreist-holl adalek Du 2022. Ouzhpennet e oa bet nerzhioù rusian evit harpañ an talbenn o tont eus talbenn Kherson gant soudarded nevez enrollet. Gant an amzer o tremen e vez keñveriet an talbenn ouzh unan eus ar C'hentañ Brezel-bed gant fozioù-difenn ha tagadennoù gwadus a bep tu hep gounid douaroù anat. Keñveriet e vez gant emgannoù Stalingrad ha Verdun [1]